Tag Archives: libertat

Emrenerezh melestradurel, emrenerezh poblek (Libertat!, 2011)

Ral a wezh e tro sell stourmerien Vreizh war-zu Okitania. Koulskoude eo bet kompozet en-dro al luskad emrenelour okitan radikal a-nevez, ha birvilh ennañ diwar-se. Bremañ eo bet unanet e duadurioù liesseurt er strollad politikel Libertat! e tispak ur raktres kevredigezhel hoalus a-du gant Okitania dieub ha sokialour. Kavout a reoc’h da heul ur skrid bet embannet warlene gant ar strollad-se, am boa graet anv anezhañ endeo. Ur preder diwar-benn ar c’heal a emrenerezh eo.

Libertat en deus divizet lakaat war-wel an azgoulenn a emrenerezh en e stourm evit ma vo anavezet pobl Okitania, he gwirioù hag a-du gant an dishualidigezh sokial. Ur meizad dianav d’ar preder politikel gall eo an emrenerezh, ha meur a ster a c’heller reiñ dezhañ : emrenerezh melestradurel pe « ensavadurel » hag emrenerezh « emverañ » ma rankfed dibab daou anezho. Ar re-se a c’hell bezañ sellet outo evel galloudoù enebet ouzh an aotrouniezhioù ofisiel gant ma vezont aozet en embregerezhioù pe savet adalek an diaz. An dibab zo bet graet gant Libertat stourm war an div dachenn-se. Ur stourm evit lakaat e plas ur reizhiad all, p’emañ war ziskar an hini zo e talvoud hiziv-an-deiz abalamour d’ar gouarnamant.

An emrenerezh melestradurel

Hiziv-an-deiz n’eus bezoud ofisiel ebet gant Okitania. Rannet eo houmañ e pemp rannvro velestradurel ha daou zepartamant-ha-tregont er Stad c’hall, na c’holoont ket takad yezh an okitaneg, pa vodont ivez tiriadoù euskarat (Iparralde), katalanat (Rousilhon) ha gall (Charantez, …). E Stad Spagn ez eus ur serten emrenerezh gant ar Val a Aran dindan Generalitat Katalonia, hag er Stad italian e vez anavet sevenadur dibar an traoñiennoù okitan. Hogen en destenn-mañ e vo lakaet ar gaoz dreist-holl war saviad ha diaweladoù Okitania dindan veli Frañs. Er bloavezhioù kent ez eus bet lakaet e plas frammoù etrerannvroel gant meur a Ranvroioù a-benn kregiñ da seveniñ politikerezhioù sevenadurel kempoell a ziskouez ar pezh a c’hellfe bezañ gounezet dindan nebeut amzer a-fet kenobererezh war tachennoù all ma vefe eus un azgoulenn okitan kreñvaet : politikerezh, armerzh, sokial. Ar c’henobererezhioù-mañ a c’hellfe kemer e kont dibarderioù Okitania gwelloc’h evit n’er gra ur Stad a gendalc’h d’ober proviñsoù diouzh hor bro, ur vro tonket, war-bouez un nebeut meurgêrioù, da bourchas dorn-labour evit ar c’hreizoù armerzhel ha greantel, da broduiñ ul lod eus an ezhommoù labour-douar evit ar marc’had c’hwec’hkognek hag etrebroadel, da brofañ plasoù evit galloudeien lec’hel ha, dreist-holl, da vezañ un takad touristel hag hañviñ. Hogen gant ur c’henobererezh rannvroel, ha pa vefe astennet galloudoù hag arc’hantaouiñ ar Rannvroioù, e chomfe pell ar bobl okitan a gaout ar plas a zo dleet dezhi keit-ha-keit gant ar broadoù all. Evit bezañ anavet e-giz pobl leunberzh hon eus ezhomm eus Okitania unanet, dezhi un emrenerezh melestradurel astennet barrek da respont da skodoù divent an okitaneg hag en okitaneg, danzen ur politikerezh labour-douar a glotfe gant ar vro, he dibarderioù hag he liesseurted, ur politikerezh armerzhel graet evit mad an tiriad a-bezh ha n’eo ket evit mad un nebeud meurgêrioù, evit ar maezioù, hag ur politikerezh treuzdougen a respontfe da ezhommoù ar boblañs ha n’eo ket evit ober diouzh diktatoù ur marc’had kevalaour norzh-su. Un emrenerezh melestradurel gwirion, dezhi galloudoù arc’hant bras ha galloudoù lezenniñ, zo ar pep bihanañ evit derc’hel ha kadarnaat ar santimant broadel okitan, hag ivez e-giz prantad deskiñ ar riegezh. Ur maen kentañ a vefe degaset dre-se da anaoudegezh hor pobl e-giz pobl, keit-ha-keit gant pobloù ar bed. An heñchadurioù a vo kemeret gant politikerezhioù Okitania emren a vo diouzh levezon ha pouez ar raktres politikel poblek hag araokour a ginnig Libertat hiziv-an-deiz. Rak gouzout mat a reomp ne c’hello ket an emrenerezh e-unan gwarantisañ an doujañs da wirioù dilamadus ar bobl okitan, na c’hoazh degas ar c’hemm sokial ha dispac’hel a stourmomp evitañ. An emrenerezh melestradurel n’eo nemet ul lankad war-zu ar gwir hor bez d’en em dermeniñ. Hogen evit ma yafe da wir hor raktres politikel araokour ha poblek e ranker sevel ul luskad sokial a savfe e ensavadurioù hag e frammoù dezhañ.

Ul luskad sokial emren barrek da sevel e vinviji dishualiñ dezhañ e-unan

Al luskad araokour okitan a rank sevel an diazezoù a vo diouto ar gevredigezh a c’hoantaomp, evel gwechall pa voe krouet ar skolioù calandretas gant stourmerien okitanour. War dachenn al labour gopret e teu da vezañ ret-holl krouiñ ur sindikad okitan stourmidik. Evit-se e c’hellomp kontañ war kengred ha harp hor c’hamaraded ezel d’ar sindikadoù a ya d’ober Savenn Sindikadoù ar Broadoù hep Stad (PSNSE). Gwell eo sindikadoù a stourm renkadel ar pobloù hep stad koulz hag ar sindikadoù dispac’hel eus ar c’henarroud europat taeroc’h-taerañ da geñver gwirioù al labourerien hag an dud dizimplij, ha kreñvaet ar gredañs enno a-drugarez d’o bezañs lec’hel, e kontrol d’ar c’hreizennoù sindikadel a sent da zogmoù ar bloc’heladur kevalaour ha d’an nevezfrankizouriezh. An emrenerezh evit al labourerien a dalvez ivez adperc’hennañ an araezioù produiñ a-benn ingalañ al labour, an trevelloù hag ar pinvidigezhioù ent reizh. Talvezout a ra lakaat war ar stern ar c’hrouiñ kevelourioù micherourien a c’hello bezañ roet kenerzh ha sikourioù arc’hant dezho gant Okitania emren, dezhi ur politikerezh mat hag arc’hant a-walc’h. Er c’henarroud-se hag hervez an diaweladoù-se e vefe dav krouiñ ur sindikad okitan a-raok pell. Perzh en do e krouidigezh un nerzh dizalc’h e-barzh al luskad dieubidigezh okitan hag enebet e vo ouzh an aotrouniezhioù hag ar strolladoù politikel okitan a vefe techet da bilwerzhañ interestoù ar bobl. Ar beizanted o deus ivez d’en em aozañ ha da grouiñ binviji hag ensavadurioù a raio dezho en em dennañ eus an dalc’h hag ar sujidigezh m’emañ ar braz anezho. Binviji a ambrougo anezho da vont kuit eus ar reizhiad produadurour a ro dezho da grediñ e rankont produiñ evit boueta ar bed-holl, kuit a soñjal en drastoù a sav diwar ar gemenn-mañ evit labour-douar ar broioù all, yec’hed ar beizanted, hini ar vevezerien hag evit hon endro deomp-holl.

An emrenerezh a rank bezañ savet ivez a vent ar c’humunioù hag an tiriadoù

Okitania unanet hag emren na dalvez ket ur gevredigezh kreizennet. Ar stourmoù kent e-giz emsavadegoù ar c’humunioù ha kumunioù dizalc’h an 19vet kd, arnodad emrenerezh traoñiennoù ar Pireneoù, ar for-où.., tout an istor poblek-mañ, ret deomp e berc’hennañ hag e zeskiñ en-dro hep e lakaat da vojenn, a rank talvezout deomp da zanzen ur gevredigezh digreizennekaet. Ar gevredigezh-mañ a vroudo kiriegezh pep hini hag a savo ur galloud enebet d’an aotrouniezhioù suj da interestoù ar c’hevala hag ar pennoù bras. An hent war-zu Okitania demokratel a vo diskouezet gant aozadur ar c’humunioù kenetrezo, krouidigezh bodadennoù « Bro », e liamm gant an aozadurioù micherourien, peizanted ha pobl. Evidomp-ni eo se an emrenerezh hiziv-an-deiz. Evit lakaat da wir hol lugan « que volem víver e decidir au País ». Gwanaet ma vo gant an holl sevenidigezhioù-se ne c’hello ket ar Stad c’hall lakaat politikerezhioù warnomp ken aes ha se ha kreñv a-walc’h e vimp, mar bez ret ha ma fell deomp, evit goulenn ma vefe disrannet Okitania diouzh ar Stad c’hall ha kemeret hor flas en aozadurioù etrebroadel, en Europa… Ker, hiziv-an-deiz, siwazh, n’eo ket trawalc’h un emrenerezh melestradurel simpl evit bezañ klevet e ensavioù Unaniezh Europa, pa vez gant ar rannvroioù ur roll kuzuliañ ha tra ken. Evit-se e emañ hor stourm a-vent Europa hag ar bed. UE a rank bezañ adreizhet penn-kil-ha-troad evit ma vo Europa sokial ar pobloù, ha n’eo ket hini ar Stadoù hag ar c’hevala. An ABU zo da vezañ adreizhet penn-kil-ha-troad ivez evit ma vo lakaet keit-ha-keit kement pobl zo. Ensavadurioù all n’haller ket o adreizhañ ha dre-se e rankont mont da netra. An OTAN da skouer, aozadur milourel etrebroadel e servij interestoù ar galloudoù bras en o fenn Stadoù-Unanet a had ar brezel dre ar bed. An OMC ivez, a ra hervez interestoù an embregerezhioù liesbroadel c’hoant ganto aloubiñ ar voull-zouar gant o froduoù. An FMI, c’hoazh, a c’houlenn frankizekadur an armerzhioù, an holl servijoù publik ha tout ar pezh zo ezhomm evit bevañ (dour, energiezh, yec’hed ha deskadurezh) ouzh prestoù arc’hant d’ar Stadoù. Paneve kemmoù ken don-se d’an urzh bedel a-vremañ e kendalc’ho an digevatalderioù hag ar brezelioù ha ne vo morse dieub da vat ar pobloù, ha dizalc’h e vefent. Dre ar bed-holl e sav pobloù ha trec’h e vezont, p’o deus gouezet lakaat da wir al lugan « ober lec’hel, preder bedel ». Akord eo Libertat gant kement-se.

Er mizioù hag er bloavezhioù o tont e klaskimp kinnig ur statud ha termeniñ resisoc’h diazezoù an emrenerezh da sevel. Hogen a-drugarez d’ar pennaennoù ha d’an hentoù bet toullet ganeomp er pennad-skrid-mañ, savomp an Emrenerezh evit Okitania ken abred ha bremañ.

Libertat!


Rescontre/Rencontre/Emgav gant LIBERTAT

Un emvod kinnig a vo dalc’het gant ar strollad politikel LIBERTAT d’ar 4 a viz Even, a-benn ur sizhun, keloù hiroc’h amañ. Mard on mennet ez in d’ober un tamm tro. Da c’hortoz e c’heller lenn un destenn nevez embannet gant LIBERTAT diwar-benn an emrenerezh. Ha pa vez kaoz eus emrenerezh ganto n’eo ket gant ar ster strizh ha melestradurel a ra an “emrenerien” vreizhat gantañ. E berr gomzoù, peadra da vagañ ar preder diwar-benn sujedoù an emrenerezh a-dreuz d’an ensavadurioù hag emrenerezh al labourerien/ezed e domani ar produerezh hag ar vuhez sokial…

A bèn lèu !