Krouet ez eus un IRA nevez

E dibenn miz Gouere e oa bet krouet un IRA nevez diwar meur a aozadur republikan. Aet eo ar Real IRA, ar Republican Action Against Drugs (RAAD) hag ur strollad republikaned dizalc’h atebek eus gwalldaol Massereene hag eus lazhadenn ar poliser Ronan Kerr d’ober an aozadur nevez. N’eo ket perzh eus an IRA(nevez) an aozadurioù Continuity IRA hag Óglaigh na hÉireann, hag int oberiant ivez.

Ezel eus ar Real IRA o vezañ perzh en ul lid dalc’het e Derry e koun emsavadenn Fask. (Kredad luc’hskeudenniñ : Niall Carson/PA)

Abaoe emglevioù ouzhpenn mezhus Gwener ar Groaz e 1998 eo dalc’het gant ar stourm armet darn eus an aozadurioù republikan e norzh-Iwerzhon, harpet war ur frañj radikal eus al luskad republikan aozet e strolladoù politikel ha kevredigezhioù a-du gant stad Iwerzhon he 32 gontelezh, sokialour, hag aet beli an impalaerouriezh saoz diwarni.

Setu aze disklêriadenn Kuzul milourel an IRA(nevez) :

“Following extensive consultations, Irish republicans and a number of organisations involved in armed actions against the armed forces of the British crown have come together within a unified structure, under a single leadership, subservient to the constitution of the Irish Republican Army.

“The leadership of the Irish Republican Army remains committed to the full realisation of the ideals and principles enshrined in the Proclamation of 1916.

“In recent years the establishment of a free and independent Ireland has suffered setbacks due to the failure among the leadership of Irish nationalism and fractures within republicanism. The root cause of conflict in our country is the subversion of the nation’s inalienable right to self-determination and this has yet to be addressed. Instead the Irish people have been sold a phoney peace, rubber-stamped by a token legislature in Stormont.

“Non-conformist republicans are being subjected to harassment, arrest and violence by the forces of the British crown; others have been interned on the direction of an English overlord. It is Britain, not the IRA, which has chosen provocation and conflict.

“The IRA’s mandate for armed struggle derives from Britain’s denial of the fundamental right of the Irish people to national self-determination and sovereignty – so long as Britain persists in its denial of national and democratic rights in Ireland the IRA will have to continue to assert those rights.

“The necessity of armed struggle in pursuit of Irish freedom can be avoided through the removal of the British military presence in our country, the dismantling of their armed militias and the declaration of an internationally observed timescale that details the dismantling of British political interference in our country.

“Signed Army Council … IRA.”

Keloù hiroc’h digant ar Belfast Telegraph amañ (doare gallek war al lec’hienn Libération Irlande).

Tiocfaidh àr là !

Un deiz e vo sklaer an amzer !


Eostoù an emsavadeg (diell-film, 52′)

Un diell-film mat-kaer bet skignet e Festival ar filmoù e Douarnenez an dibenn-sizhun-mañ eo hemañ. Siwazh n’on ket bet evit kavout an diell-film en e bezh. Setu bepred ar synopsis hag ur video kinnig berr-tre. 6 bloaz zo gant an oberenn, setu n’ez eus ket kontet ar c’hemm kementadel ha kalitativel bet graet gant al luskad peizanted en Andalouzia abaoe : astenn an aozadurioù war-zu labourerien ar gennadoù oberiantiz all (SAT), startadur reizhiad ar c’hevelourioù hag ar c’humunioù emveret, ac’huberezh an dachenn bolitikel.

Dek vloaz-ha-tregont goude taol-Stad Franco e chom an beizanted andalouzat dindan beli ar berc’hennien: hiziv e vezont c’hoazh enfredet e-giz devezhourien, ar pezh a dalvez evito an dienez, an diasurted, ar sujidigezh hag an emsavadeg gwezh-ha-gwezh. Da vare ar Republik, e 1933, en em savas ar beizanted andalouzat pa ne oa ket bet eus adreizh an douaroù prometet gant ar Republik. E Casas Viejas, goude unan eus an emsavadegoù-se, e voe drouklazhet 22 zevezhour gant an arme, evit ar skouer. Distroet omp e Casa Viejas evit adkavout eñvor an drouklazh-se hag evit stadañ penaos e ren c’hoazh an direizhded war ar maezioù, dindan an demokratiezh koulz ha ma oa dindan an diktatouriezh. Hogen abaoe marv Franco eo en em aozet ul lod eus ar beizanted. Aloubet o deus douaroù perc’hennien font bras, savet kumunioù labour-douar ha kevelourioù. Hep feulster ebet hag a-drugarez d’ur stourm pemdeziek ha da harp al lezenn o deus peurechuet an uhelvennad kevatalek m’o doa stourmet o c’herent evitañ da vare ar Republik hag ar brezel sivil. E Marinaleda, hervez al luganioù livet ouzh ar mogerioù, e ya war-raok an uhelvennad kevatalek.


Emrenerezh melestradurel, emrenerezh poblek (Libertat!, 2011)

Ral a wezh e tro sell stourmerien Vreizh war-zu Okitania. Koulskoude eo bet kompozet en-dro al luskad emrenelour okitan radikal a-nevez, ha birvilh ennañ diwar-se. Bremañ eo bet unanet e duadurioù liesseurt er strollad politikel Libertat! e tispak ur raktres kevredigezhel hoalus a-du gant Okitania dieub ha sokialour. Kavout a reoc’h da heul ur skrid bet embannet warlene gant ar strollad-se, am boa graet anv anezhañ endeo. Ur preder diwar-benn ar c’heal a emrenerezh eo.

Libertat en deus divizet lakaat war-wel an azgoulenn a emrenerezh en e stourm evit ma vo anavezet pobl Okitania, he gwirioù hag a-du gant an dishualidigezh sokial. Ur meizad dianav d’ar preder politikel gall eo an emrenerezh, ha meur a ster a c’heller reiñ dezhañ : emrenerezh melestradurel pe « ensavadurel » hag emrenerezh « emverañ » ma rankfed dibab daou anezho. Ar re-se a c’hell bezañ sellet outo evel galloudoù enebet ouzh an aotrouniezhioù ofisiel gant ma vezont aozet en embregerezhioù pe savet adalek an diaz. An dibab zo bet graet gant Libertat stourm war an div dachenn-se. Ur stourm evit lakaat e plas ur reizhiad all, p’emañ war ziskar an hini zo e talvoud hiziv-an-deiz abalamour d’ar gouarnamant.

An emrenerezh melestradurel

Hiziv-an-deiz n’eus bezoud ofisiel ebet gant Okitania. Rannet eo houmañ e pemp rannvro velestradurel ha daou zepartamant-ha-tregont er Stad c’hall, na c’holoont ket takad yezh an okitaneg, pa vodont ivez tiriadoù euskarat (Iparralde), katalanat (Rousilhon) ha gall (Charantez, …). E Stad Spagn ez eus ur serten emrenerezh gant ar Val a Aran dindan Generalitat Katalonia, hag er Stad italian e vez anavet sevenadur dibar an traoñiennoù okitan. Hogen en destenn-mañ e vo lakaet ar gaoz dreist-holl war saviad ha diaweladoù Okitania dindan veli Frañs. Er bloavezhioù kent ez eus bet lakaet e plas frammoù etrerannvroel gant meur a Ranvroioù a-benn kregiñ da seveniñ politikerezhioù sevenadurel kempoell a ziskouez ar pezh a c’hellfe bezañ gounezet dindan nebeut amzer a-fet kenobererezh war tachennoù all ma vefe eus un azgoulenn okitan kreñvaet : politikerezh, armerzh, sokial. Ar c’henobererezhioù-mañ a c’hellfe kemer e kont dibarderioù Okitania gwelloc’h evit n’er gra ur Stad a gendalc’h d’ober proviñsoù diouzh hor bro, ur vro tonket, war-bouez un nebeut meurgêrioù, da bourchas dorn-labour evit ar c’hreizoù armerzhel ha greantel, da broduiñ ul lod eus an ezhommoù labour-douar evit ar marc’had c’hwec’hkognek hag etrebroadel, da brofañ plasoù evit galloudeien lec’hel ha, dreist-holl, da vezañ un takad touristel hag hañviñ. Hogen gant ur c’henobererezh rannvroel, ha pa vefe astennet galloudoù hag arc’hantaouiñ ar Rannvroioù, e chomfe pell ar bobl okitan a gaout ar plas a zo dleet dezhi keit-ha-keit gant ar broadoù all. Evit bezañ anavet e-giz pobl leunberzh hon eus ezhomm eus Okitania unanet, dezhi un emrenerezh melestradurel astennet barrek da respont da skodoù divent an okitaneg hag en okitaneg, danzen ur politikerezh labour-douar a glotfe gant ar vro, he dibarderioù hag he liesseurted, ur politikerezh armerzhel graet evit mad an tiriad a-bezh ha n’eo ket evit mad un nebeud meurgêrioù, evit ar maezioù, hag ur politikerezh treuzdougen a respontfe da ezhommoù ar boblañs ha n’eo ket evit ober diouzh diktatoù ur marc’had kevalaour norzh-su. Un emrenerezh melestradurel gwirion, dezhi galloudoù arc’hant bras ha galloudoù lezenniñ, zo ar pep bihanañ evit derc’hel ha kadarnaat ar santimant broadel okitan, hag ivez e-giz prantad deskiñ ar riegezh. Ur maen kentañ a vefe degaset dre-se da anaoudegezh hor pobl e-giz pobl, keit-ha-keit gant pobloù ar bed. An heñchadurioù a vo kemeret gant politikerezhioù Okitania emren a vo diouzh levezon ha pouez ar raktres politikel poblek hag araokour a ginnig Libertat hiziv-an-deiz. Rak gouzout mat a reomp ne c’hello ket an emrenerezh e-unan gwarantisañ an doujañs da wirioù dilamadus ar bobl okitan, na c’hoazh degas ar c’hemm sokial ha dispac’hel a stourmomp evitañ. An emrenerezh melestradurel n’eo nemet ul lankad war-zu ar gwir hor bez d’en em dermeniñ. Hogen evit ma yafe da wir hor raktres politikel araokour ha poblek e ranker sevel ul luskad sokial a savfe e ensavadurioù hag e frammoù dezhañ.

Ul luskad sokial emren barrek da sevel e vinviji dishualiñ dezhañ e-unan

Al luskad araokour okitan a rank sevel an diazezoù a vo diouto ar gevredigezh a c’hoantaomp, evel gwechall pa voe krouet ar skolioù calandretas gant stourmerien okitanour. War dachenn al labour gopret e teu da vezañ ret-holl krouiñ ur sindikad okitan stourmidik. Evit-se e c’hellomp kontañ war kengred ha harp hor c’hamaraded ezel d’ar sindikadoù a ya d’ober Savenn Sindikadoù ar Broadoù hep Stad (PSNSE). Gwell eo sindikadoù a stourm renkadel ar pobloù hep stad koulz hag ar sindikadoù dispac’hel eus ar c’henarroud europat taeroc’h-taerañ da geñver gwirioù al labourerien hag an dud dizimplij, ha kreñvaet ar gredañs enno a-drugarez d’o bezañs lec’hel, e kontrol d’ar c’hreizennoù sindikadel a sent da zogmoù ar bloc’heladur kevalaour ha d’an nevezfrankizouriezh. An emrenerezh evit al labourerien a dalvez ivez adperc’hennañ an araezioù produiñ a-benn ingalañ al labour, an trevelloù hag ar pinvidigezhioù ent reizh. Talvezout a ra lakaat war ar stern ar c’hrouiñ kevelourioù micherourien a c’hello bezañ roet kenerzh ha sikourioù arc’hant dezho gant Okitania emren, dezhi ur politikerezh mat hag arc’hant a-walc’h. Er c’henarroud-se hag hervez an diaweladoù-se e vefe dav krouiñ ur sindikad okitan a-raok pell. Perzh en do e krouidigezh un nerzh dizalc’h e-barzh al luskad dieubidigezh okitan hag enebet e vo ouzh an aotrouniezhioù hag ar strolladoù politikel okitan a vefe techet da bilwerzhañ interestoù ar bobl. Ar beizanted o deus ivez d’en em aozañ ha da grouiñ binviji hag ensavadurioù a raio dezho en em dennañ eus an dalc’h hag ar sujidigezh m’emañ ar braz anezho. Binviji a ambrougo anezho da vont kuit eus ar reizhiad produadurour a ro dezho da grediñ e rankont produiñ evit boueta ar bed-holl, kuit a soñjal en drastoù a sav diwar ar gemenn-mañ evit labour-douar ar broioù all, yec’hed ar beizanted, hini ar vevezerien hag evit hon endro deomp-holl.

An emrenerezh a rank bezañ savet ivez a vent ar c’humunioù hag an tiriadoù

Okitania unanet hag emren na dalvez ket ur gevredigezh kreizennet. Ar stourmoù kent e-giz emsavadegoù ar c’humunioù ha kumunioù dizalc’h an 19vet kd, arnodad emrenerezh traoñiennoù ar Pireneoù, ar for-où.., tout an istor poblek-mañ, ret deomp e berc’hennañ hag e zeskiñ en-dro hep e lakaat da vojenn, a rank talvezout deomp da zanzen ur gevredigezh digreizennekaet. Ar gevredigezh-mañ a vroudo kiriegezh pep hini hag a savo ur galloud enebet d’an aotrouniezhioù suj da interestoù ar c’hevala hag ar pennoù bras. An hent war-zu Okitania demokratel a vo diskouezet gant aozadur ar c’humunioù kenetrezo, krouidigezh bodadennoù « Bro », e liamm gant an aozadurioù micherourien, peizanted ha pobl. Evidomp-ni eo se an emrenerezh hiziv-an-deiz. Evit lakaat da wir hol lugan « que volem víver e decidir au País ». Gwanaet ma vo gant an holl sevenidigezhioù-se ne c’hello ket ar Stad c’hall lakaat politikerezhioù warnomp ken aes ha se ha kreñv a-walc’h e vimp, mar bez ret ha ma fell deomp, evit goulenn ma vefe disrannet Okitania diouzh ar Stad c’hall ha kemeret hor flas en aozadurioù etrebroadel, en Europa… Ker, hiziv-an-deiz, siwazh, n’eo ket trawalc’h un emrenerezh melestradurel simpl evit bezañ klevet e ensavioù Unaniezh Europa, pa vez gant ar rannvroioù ur roll kuzuliañ ha tra ken. Evit-se e emañ hor stourm a-vent Europa hag ar bed. UE a rank bezañ adreizhet penn-kil-ha-troad evit ma vo Europa sokial ar pobloù, ha n’eo ket hini ar Stadoù hag ar c’hevala. An ABU zo da vezañ adreizhet penn-kil-ha-troad ivez evit ma vo lakaet keit-ha-keit kement pobl zo. Ensavadurioù all n’haller ket o adreizhañ ha dre-se e rankont mont da netra. An OTAN da skouer, aozadur milourel etrebroadel e servij interestoù ar galloudoù bras en o fenn Stadoù-Unanet a had ar brezel dre ar bed. An OMC ivez, a ra hervez interestoù an embregerezhioù liesbroadel c’hoant ganto aloubiñ ar voull-zouar gant o froduoù. An FMI, c’hoazh, a c’houlenn frankizekadur an armerzhioù, an holl servijoù publik ha tout ar pezh zo ezhomm evit bevañ (dour, energiezh, yec’hed ha deskadurezh) ouzh prestoù arc’hant d’ar Stadoù. Paneve kemmoù ken don-se d’an urzh bedel a-vremañ e kendalc’ho an digevatalderioù hag ar brezelioù ha ne vo morse dieub da vat ar pobloù, ha dizalc’h e vefent. Dre ar bed-holl e sav pobloù ha trec’h e vezont, p’o deus gouezet lakaat da wir al lugan « ober lec’hel, preder bedel ». Akord eo Libertat gant kement-se.

Er mizioù hag er bloavezhioù o tont e klaskimp kinnig ur statud ha termeniñ resisoc’h diazezoù an emrenerezh da sevel. Hogen a-drugarez d’ar pennaennoù ha d’an hentoù bet toullet ganeomp er pennad-skrid-mañ, savomp an Emrenerezh evit Okitania ken abred ha bremañ.

Libertat!


Sindikad Labourerien Breizh gant e dro Vreizh

Setu boulc’het un dro Vreizh gant Sindikad Labourerien Breizh a-benn titouriñ al labourerien rannvloaziat eus o gwirioù,  aliañ anezho mar bez ezhomm, hag harpañ ivez kenkaz e savfe breud gant o implijer.

Kroget mat eo an droiad. Goude bezañ bet er Baol, e Gwenrann hag e kumunioù ar mor-bihan e vo kavet paotred ha merc’hed o levrigoù ruz ha du war aodoù S.-Maloù ha Dinarzh ken abred ha warc’hoazh 14/08 hag e Brest d’an 18/08.

Un degemer mat a vez digant al labourerien betek-henn, ha lennet aketus e vez ganto al levrig bihan ingalet gant ar stourmerien, ennañ ar pep retañ da c’houzout a-fet gwir al labour, ha troet war-du an tachennoù oberiantiz a implij ar braz eus al labourerien rannvloaziat.

Evit tapout ur skouerenn, n’eus ken nemet mont e darempred gant ar sindikad (s.o. war ar skritell a-us). E bellgargañ a c’hellit ivez, e galleg pe brezhoneg :

doare gallek al levrig

doare brezhonek al levrig


Burutellat hag emvurutellat (gt G. Monmousseau, 1949)

Dre zegouezh e oan kouezhet war ar pennad-mañ, skrivet gant Gaston Monmousseau, hag adembannet e niverenn 99 (1968) L’Humanité Nouvelle, organ ar PCMLF (Strollad Komunour Marksour-ha-Leninour Frañs). Kavet em eus ar pennad-se kentelius, o vezañ ma ziston da brederioù kement hini a stourm en un aozadur gant ur sell renkadel. Gant ar spi e vo talvoudus da lod ac’hanoc’h ivez… Ar fed embann anezhañ amañ n’eo e nep doare un asant eus preder hollek ar paotr na c’hoazh eus e emzalc’h e-giz rener ar PCF hag ar CGT, dreist-holl e-pad prantad an eil brezel bed, pa chomas-eñ skoaset en despet d’e gargoù uhel e penn al luskad micherour gall.

Doare gallek amañ.

Ar burutellat hag an emvurutellat, hervez an damkaniezh marksour, zo stuzioù un obererezh stourm reizh o vezañ ma lakont war-wel kudenn dielfennadur luskad ar yoc’hoù en he holl arvezioù, stuzioù he diorroadur, dielfennadur displijadur al labourerien en holl stadoù ar c’horvoerezh kevalaour, o c’hoantoù arc’hus ha o stad aozañ a-benn sevel ar stuzioù a raio dezho stagañ gant ar stourm ha trec’hiñ.

Ar burutellat hag an emvurutellat, hervez an damkaniezh marksour, zo stuzioù un obererezh stourm reizh o vezañ m’eo an doare nemetañ a vez da dennañ kentel eus kement arnodad, en ur glask ar fazioù hag ar gwanderioù anezho, en ur zielfennañ anezho a-benn dizoleiñ an abegoù betek tizhout o gwrizioù ha reizhañ anezho.

*

*     *

Rankout a reer ober labour vat hag ar burutellat hag an emvurutellat zo an doareoù nemeto da labourat mat.

Ni, stourmerien, hon eus ezhomm ent resis ober kalz a strivoù evit ezteurel gant gerioù simpl ar soñjoù sklaer a denn d’ar c’hemmoù zo war ober dirak hon daoulagad.

Pa zeu ur wirionez war-wel en hor spered e tisoñjomp, peurliesañ, ne oamp ket evit he meizout d’an derc’hent.

Neuze e reomp ar c’hog, e tirollomp da gomz asur, e vezomp souezhet ne vije ket bet komprenet gant an holl d’an hevelep koulz ar pezh omp chomet hep gouzout e-pad hor buhez bet : ober ar beleg bras a reomp.

Pouezus ken-ken eo evit ar stourmer anavout roll ar burutellat hag an emvurutellat. Lakaat a ra anezhañ da ziskenn war an douar. Reiñ a ra dezhañ da gompren ez eo kement araokadenn er soñjoù un disoc’h eus strivoù pad en deus ranket ober eñ e-unan. E sikour a ra da gompren digevatalder diorroadur stourm ar renkadoù ha live politikel ar yoc’hoù, levezon an ideologiezhioù bourc’hiz hag hini ar c’houlzadoù kilstourmer e emskiant al labourerien.

Ar ouiziegezh eus roll ar burutellat hag an emvurutellat a dosta ar stourm ouzh ar yoc’hoù, a redia anezhañ da vezañ digor e spered, da venel amiapl ha difouge, ha n’eo ket tadelour ha brizhouiziek.

Evit anavout mat ha karout ar yoc’hoù e ranker da gentañ en em anavout mat ha derc’hel soñj eus an hent dibunet. An doare nemetañ eo da vont gant o renkad ha da chom hep ober ar beleg bras.

Krediñ a ran a oa ret holl ezteurel splann ar gudenn evit sikour hor c’hamaraded da dremen eus ur burutellat hag un emvurutellat mekanikel ha diemskiant d’ur burutellat ha d’un emvurutellat emskiantek.

Un toullad a gamaraded, evit gwir, a nac’h burutellat hag emvurutellat pe a ‘n em ro d’ur burutellat ha d’un emvurutellat furmel.

En ur vont e donder an dinac’h pe ar brizh burutellat-mañ e tizoloimp bepred, pe ur spered brasonius, pe gloazadennoù emvrud.

Perzh ur beleg bras eo, na fell ket dezhañ e vije ar gaou gantañ, a vev en amzer dremenet, diwar e skiant-prenet, diwar soñjoù bet desket da viken ha, rak-se, a ‘n em vank en ur douellañ ar re all.

An danvezelouriezh dialektik a gelenn e vez pep tra, en natur, e-touez an dud, e luskadoù ar renkadoù hag er gevredigezh sokialour ur produ an eneberezhioù, an tuioù kontrol, da lavaret eo ur stourm pad.

Ur stourm pad eo etre a pezh a c’hano hag ar pezh a yay da get, etre ar pezh ar gan hag ar pezh a ya da get, etre an amzer da zont hag an amzer dremenet.

Preder an den, anezhañ adsked ar vuhez, a zo produ an emgann-mañ.

Da heul e vez adskedet gant ar preder ar gwask doubl a vez lakaet gant an amzer dremenet ha da zont, eus ar pezh a vez treuzkaset hag akuizitet hag eus ar pezh a c’hano hag a gemero ar c’hreñv.

Ar boaz d’ober an dra-mañ, d’en ober er mod-mañ, d’ar c’houlz-mañ, dindan ur framm boas, n’eo netra nemet nerzh an amzer dremenet hag evit mont war-raok gant un hent all, gant doareoù all, e rankomp en em gannañ ha bezañ trec’h war ar boaz.

N’eus boaz mat ebet : bez ez eus doareoù oberiantiz gwelloc’h.

Disoc’h un dro spered stag ouzh ur c’houlz bennak eo ar boaz, tapout krog a ra ennomp abalamour d’an neuz difiñv a vez gant al luskad a vez en-dro deomp, etre kemmoù trumm n’hor boa ket o rakwelet.

Tapet hon eus ar boaz da dennañ war hor c’horn-butun hep soñjal e c’hallfe hol lakaat dihet ha c’hoarvez a ra deomp stourm ouzh ar boaz-mañ pa vezomp gant an dihet. Ha c’hoazh e ampellomp d’antronoz, eus un deiz d’egile, an diviz a rankomp kemer, ken gwriziaouet eo ennomp ar boaz prederiañ hag ober er mod-mañ pe er mod-se.

Ar boaz a gevnia ar preder a denn dezhañ : ar boaz a zeu da vezañ ar pezh a reomp outañ un eil anien.

Tapout a reomp boazioù bureviadek ha prederiañ a reomp evel burevourien. Nerzh an amzer dremenet a gemer ar greñv war egile. E zifenn a reomp diouzh kement hini en disputa. Ennoc’h emañ. Herzel a ra ouzhoc’h da zielfennañ ha da welet sklaer hag ober a reomp ar beleg meur hep deomp en em rentañ kont.

N’eus ken nemet ar burutellat hag an emvurutellat emskiant a ra deomp bezañ gouest da zielfennañ a boazioù a vez ennomp, peseurt anien zo dezho, ha da stourm outo pa viront ouzhomp da vont war-raok.

*

*     *

N’omp ket evit ijinañ ar roudoù a zo bet leusket ennomp gant ar vuhezegezh vourc’hiz.

Kemer a rit ar gaoz en ur vodadeg sindikadel pe en ur c’hendalc’h, faziañ a rit war ur sujed bennak, kouezhañ a rit e-kichen, unan bennak a droc’h ho komz evit lavarout deoc’h ez oc’h gaou : un « enebour » eo, ha mard eo unan ne vir ket dezhañ da vezañ ar gwir gantañ a-ziwar ar poent-se. Met partiet oc’h, mont a rit pelloc’h gant ho fazi, p’emoc’h o klask prouiñ n’ed eo ket ur fazi, pe neuze e « tiwiskit » an neb en deus troc’het ho komz : ur gudenn a « emgarantez ».

Mignoned deoc’h, evel-just, a stlak en o daouarn, kontant oc’h, en em lavarout a rit ha lavarout a rit dezho : stanket em eus e c’henoù dezhañ : « brasoni ».

« Stanket » ho peus ar selaouerien aketus ha didu gant ar soñj oc’h gaou ha n’oc’h ket gwall sirius evit ur stourmer : « labour fall ».

Ur c’hamarad a ra ur fazi diwar-goust e gamaraded pe an aozadur, en c’houzout a ra met n’eo ket evit en anzav, ur gudenn a « emgarantez » : « me » dreist pep tra, « en gouzout mat a reoc’h met harpañ a rit anezhañ » : ur gudenn a « vignoniezh bersonel » : ar vignoniezh bersonel dreist pep tra, tu ar wirionez hag an aozadur a zeu war-lerc’h.

Met ar « me » dreist pep tra n’eo ket ken sonn war e zivc’har hag en kred. Raktal e klask kemer harp en-dro dezhañ war e « vignoniezhoù personel » pe war ur « me » all ken trantellek hag eñ ; m’o c’hav e-barzh an aozadur ez eont d’ober ur « c’hlan », ur c’hlan enebet ouzh an aozadur.

Alemañ e klaskont re all e lec’h all, e-maez an aozadur, kavout a reont lod dizale e-touez an enebourien : ar « me » dreist pep tra ne ra mui nemet kerzhet, kabestret m’eo, war-zu ar vourc’hizelezh a vo anvet gantañ gant ar pompad : « kamp ar frankiz ». Talvezout ar ra kement ha treitouriñ e renkad.

Ar vuhezegezh vourc’hiz a dalvez da zigareziñ ha, kuriusat tra, aotren a ra bevañ er vizer ruz, dispriziet, hep na savfe morc’hed, ker ar vuhezegezh vourc’hiz a aotren bevañ er mod-se.

Ar vuhezegezh vourc’hiz a vir ouzhomp da lavarout frank ar pezh a rankfemp lavarout dijen hag hep ar riskl da drubuilhañ e mod ebet hon darempredoù a gamaradegezh.

Ur c’hamarad zo bet fiziet ur garg ennañ. Sirius hag onest eo, ober a ra e seizh gwellañ, met dont a ra anat n’eo ket ar garg diouzh e live hollek. Ur perzh mat a ra diouer dezhañ, dres an hini a vije ret dezhañ bezañ gantañ.

Ma ‘n em vurutella e spurmanto kement-se, ne vo ket dinec’h e c’houstiañs.

Met n’eo ket ken simpl ha se. M’eo diroget ma milgin d’an ilin e vo dizoloet gant ma amezeg aesoc’h eget na vo ganin-me.

Bevañ a reomp en hor c’hroc’hen hag alies mat ne welomp ket sklaer, rankout a rafemp bezañ anaouedek d’ar vignoned a zigor o daoulaged koulz ha d’ar mezeg a gemenn deomp un dañjer.

Ma santan on tapet gant ar grip el lavaran. Ma vez graet an evezhiadenn din ne fuloran ket, ha ma pouezer warnon evit ma rafen war-dro ma c’hleñved ne huchin ket war-lerc’h n’ouzon peseurt gwe d’hor mignoniezh, mont a rin da gousket.

Met mard eo ur stourmer a vank dezhañ ur perzh mat pe un dra all, amañ e teu kudenn an emgarantez, an aon rak feukañ anezhañ, noazañ ouzh an darempredoù mignoniezh.

Evel pa vefe un dizenor chom hep anavezout pep tra, hep bezañ peurvad, hep gouzout pe gallout ober pep tra, e berr gomzoù hep bezañ un hollstourmer.

Evel pa vefe un dizenor koshaat, santout n’omp ket evit ober kement a draoù war un dro ha lakaat ar striv el lec’h ma talvez ar muiañ.

Evit lavarout ar pezh a soñjomp d’hor c’hamarad yaouank pe gozh pe d’unan n’eo nag unan nag egile, ez eomp pell ganti, e troomp tro-dro d’ar gudenn hag a-wezhoù zoken, skuizh ma vezomp o treiñ, e reomp hej dezhañ dizamant an dro-mañ, hep displegadenn, anez e kasfemp anezhañ d’ober e gefridioù.

Gwezhoù zo e ranker diwall a chom hep digalonekaat ar gamaraded n’o deus ket graet ar c’hammed a zisparti ar burutellat diemskiant diouzh ar burutellat emskiant en hevelep koulz ha ni.

Kavout a ra din, an aliesañ, e tiskouez a-walc’h ar reuz-mañ etre kamaraded ur vignoniezh furmel, diwar-c’horre,  kendivizadel, ha penaos ez eo un adsked eus darempredoù a fals-sevended bihanvourc’hiz, a gas d’ar pilpouzerezh, da zaspun burutelladennoù, ha da heul da gavout abeg unan en egile, da labennañ, ha noazañ a ra ouzh an darempredoù mignoniezh gwirion a rank bezañ outo etre stourmerien : lavarout frank ha dinec’h ar wirionez, sujañ a-gevret d’ar burutellat ha d’an emvurutellat, a-youl, gant hor ouiziegezh, en digor ha trankilik, evel d’ur gefridiezh ret d’an oberiantiz stourm.

*

*     *

Ar stourm etre ar vuhezegezh nevez hag ar vuhezegezh kozh eo ar stourm emaomp gantañ, etre ar pezh a zeu ennomp hag a denn d’an den nevez, hag ar pezh a zo pe a van ennomp hag a denn d’an hiniennegezh bihanvourc’hiz.

Ar gloazadennoù a emgarantez, ar spered brasoni hag ar strizhkredennouriezh e-keñver ar burutellat hag an emvurutellat emskiant zo anezho diskuliadennoù skoueriek ar vuhezegezh hag an hiniennegezh bihanvourc’hiz diazezet war perc’henniezh hiniennel ar pinvidigezhioù hag an araezioù produiñ : ar frankiz hiniennel da gorvoiñ e nesañ, an hinienn dreist pep tra, dieub da gontañ gevier, d’en em zibab diwar-goust nep piv a vije, h.a. …

Burutellat hag emvurutellat emskiant hon emzalc’h hiniennel hag hon oberiantiz stourm zo ar gwint ma vo treuzfurmet drezi an emskiant bourc’hiz e emskiant dispac’hel.

Ar vuhezegezh a aotren ac’hanomp da lakaat par-ouzh-par hor prederioù hag hon oberoù hervez pennaennoù nevez zo diazezet war pennaennoù ur gevredigezh nevez, war pennaennoù ur gevredigezh hep renkad sokial, war keñverioù produiñ nevez etre an dud, war pennaennoù ur gevredigezh sokialour ha komunour.

Met a-benn-bremañ e kav an emskiant dispac’hel-se elfennoù pad e stummadur hag e ziorroadur e diorroadur ar renkad vicherour hag en hon darempredoù gant ar yoc’hoù.

Pa veizomp hon dleadoù e-keñver ar renkad vicherour e rankomp plegañ hon emzalc’h d’ar burutellat ha d’an emvurutellat, d’an emvurutellat diabarzh ha foran, diouzh an dro hag ar ret.

*

*     *

Ar burutellat hag an emvurutellat n’int ket testennioù a feiz, nag un afer taktikel a gavout e avel, hogen ul lezenn a daelerezh eo, savet diouzh an danvezelouriezh daelerezhek.

Dre ar burutellat hag an emvurutellat emskiant eo e teuimp a-benn da vountañ maez ar vuhezegezh kilstourmer bourc’hiz hag ar pezh hiniennegezh bihanvourc’hiz a van ennomp, en em zisammimp diouzh an ideologiezhoù kisltourmer a dalvezjont hag a dalvezont c’hoazh da veleien meur ar reizhiad kevalaour da ren war ar pobloù a waskont.

Er mod-se eo emaomp war aozañ hor roll a heñcherien un denelezh nevez diazezet war ur vuhezegezh dreist.


Prantad kaoz gant Diego Cañamero, mouezh aotreet SAT a Andalouzia

Ar sizhun dremenet e oa bet kaset oberoù emziskar ar prizioù e gourmarc’hadoù Andalouzia gant sindikaderien Sindikad andalouzat al labourerien hag al labourerezed (SAT), hag ingalet ar produoù en-dro ganto d’ar bobl. Trouz bras a zo bet diwar-se, e JT-où chadennoù tele Frañs zoken. Un digarez da embann en-dro un atersadenn eus mouezh aotreet broadel ar sindikad, al levier peizant andalouzat Diego Cañamero. Ar c’homzoù zo bet dastumet gant kamaraded Sindikad Labourerien Breizh e Baoina d’ar 25/02/12 pa oa Cañamero war e zroiad brudañ stourm SAT ha pobl Andalouzia e pep korn stad Spagn, hag embannet an doare berraet anezhi er Maout Ruz, kelaouenn Sindikad Labourerien Breizh. Eztaolet ez eus saviad hollek ar vro hag ar stad a reuzidigezh a vez gant ar braz eus poblañs al labourerien. E galleg eo, ur wezh n’eo ket dalc’hmat.

Ar Maout Ruz Quelles sont les raisons de votre présence ici aujourd’hui ?

Diego Cañamero Nous sommes ici à Baiona dans le cadre d’une tournée au Pays basque pour faire connaître la situation de répression que nous vivons, développer des liens de solidarité avec LAB et les travailleurs d’Euskal Herria, leur permettre d’appréhender de plus près la réalité sociale d’Andalousie.

AMR Cette situation, qu’elle est-elle ?

D. G. Elle est très dure. L’Andalousie est un pays essentiellement agricole et 50% de la terre est détenue par 2% de propriétaires. La concentration foncière est particulièrement forte dans l’ouest, la région la plus fertile d’Europe. A l’est, la situation des petits paysans est un peu meilleure. Il y a 8,2 millions d’habitants en Andalousie et le taux de chômage y est de 32%, jusqu’à 40% dans les districts ruraux. Cela représente 1.400.000 sans-emploi. La situation des journaliers et ouvriers agricoles est particulièrement dure. Ils sont près d’un demi-million mais trouvent du labeur en moyenne 35 jours par an, n’ont pas de contrat ou alors ceux-ci ne sont pas respectés. Nous luttons contre ce système installé.

AMR Pouvez-vous nous expliquez ce qu’est le SAT ? Ce qui fait sa spécificité ?

D.G. Le SAT est né le 23 septembre 2007 à partir de plusieurs organisations syndicales rurales reliées au Syndicat des ouvriers de la campagne (SOC). Nous avons actuellement plus de 20.000 affiliés et nous organisons essentiellement des ouvriers agricoles, des paysans sans terres, ce qui fait de nous sommes le syndicat majoritaire à la campagne. Nous n’avons pas encore la capacité d’initier une grève générale comme peut l’avoir LAB ici (AMR une grève générale est prévue le 29 mars prochain en Euskal Herria, en Galice et dans les Pays catalans). Mais nous sommes bien implantés autour de Sevilla et de Cádiz et en mesure de mener de grandes grèves sectorielles et de paralyser des dizaines de districts ruraux. Nous voulons la réforme agraire, la justice sociale. La terre à ceux qui la travaille. On nous classe souvent à l’extrême-gauche mais je dis toujours que nous sommes d’extrême nécessité. Ils cherchent à nous criminaliser, nous isoler des gens. Mais nous cherchons seulement à être la voix des sans-voix, d’être le porte-parole des besoins des gens qui souffrent du drame du chômage, des expulsions et de l’exploitation extrême.

AMR  Quelles sont vos méthodes d’action ?

D. G. Le SAT pratique essentiellement l’occupation symbolique de terres pour instaurer un rapport de force avec les propriétaires terriens. Mais nous occupons aussi des terres de façon permanente, qui sont cultivées par des paysans organisés en coopératives et dont le produit revient à chacun selon ses besoins. Nous produisons des haricots, du maïs, des millions de litres d’huile d’olive, etc. En 1978 par exemple, ce sont plus de 20.000 hectares de terres qui ont été redistribués aux paysans. Nous occupons aussi des locaux patronaux, des usines, des établissements bancaires, les locaux de la télévision publique andalouse.

AMR Occuper des terres, des locaux patronaux, mais pourquoi occuper la télévision publique andalouse ?

D. G. Parce qu’elle ne montre que le folklore : les processions religieuses, les vierges, les ferias. Nous voulons une télévision qui reflète l’Andalousie réelle et la situation des classes laborieuses. D’ailleurs nous avons profité ce jour-là d’un concours de circonstances. Nous avons pu entrer dans les studios de télévision parce qu’ils croyaient que nous étions des supporters du Betis Séville car nous avons les mêmes couleurs (rires) ! Nous avons obtenus suite à cela un temps d’antenne quotidien au journal du matin pour exprimer notre position sur les sujets d’actualité.

AMR Quel est l’ampleur de la répression que vous subissez ?

D. G. Très dure. La répression a commencé dès les premiers occupations dans les années 1960. Mais le gouvernement PSOE de Zapatero a marqué une nouvelle étape dans l’ampleur de la répression à l’encontre des organisations de travailleurs. A ce jour, plus de 1000 personnes sont mises en examen, dont 300 passeront en procès prochainement. Nous avons un total de 400.000 euros d’amendes à payer et les réquisitions s’élèvent à plusieurs centaines d’années de prisons au total, principalement pour faits de grève, d’occupation de terres. Moi-même j’ai subi plus d’une cinquantaine d’arrestations et j’ai été emprisonné cinq fois pour des activités syndicales menées pacifiquement et je suis actuellement recherché. Nous avons décidé de nous revendiquer insoumis judiciaires. Nous ne répondons pas aux convocations des juges, n’assistons pas à nos procès. Cela est rendu possible par l’énorme solidarité qui se nouent autour de nous. Je crois en la justice mais pas dans ceux qui l’exerce.

AMR Vous avez été maire d’El Coronil pendant 10 ans, quel y a été votre action ?

D. G. Nous y avons géré la mairie autrement. La mairie fournit assistance et travail à ceux qui le demandent. Les charges municipales sont révocables et leurs titulaires sont nommés en assemblée . Même le gardien du cimetière est nommé collectivement ! La mairie achète des terres qu’elle viabilise et qu’elle met à disposition moyennant 1200 euros seulement à ceux qui souhaitent y construire leur maison.

AMR Justement, il y a un débat sur l’achat de terres en Andalousie, quelle est la position du SAT ?

D. G. Le SAT est opposé à l’achat de terres. Nous préférons la propriété collective et la cession des terres aux paysans en usufruit. La terre est comme le soleil, l’air, l’eau, l’air que l’on respire, elle n’appartient à personne mais tout le monde doit pouvoir en bénéficier. Nous respectons la petite propriété paysanne dans un pays ou la concentration foncière est très importante, tout en promouvant un autre mode d’organisation.

AMR Quel est plus spécifiquement la situation des travailleurs immigrés ?

D. G. Elle est pire parce que les employeurs hésitent à embaucher des travailleurs sans papiers. Ils sont principalement concentré dans la région d’Almeria, région de culture sous serres. Au SAT, nous défendons tous les travailleurs et travailleuses d’Andalousie, sans distinction. Personne n’est illégal. D’ailleurs les trois dirigeant-e-s de notre syndicat à Almeria sont respectivement marocain, congolais et argentin.

AMR Qu’en est-il du débouché politique ?

D. G. Nous avons constitué une formation politique, émanation du syndicat pour pouvoir participer aux élections autonomiques et locales et bénéficier d’une représentation politique. Pour l’instant nous avons une député au parlement autonome andalou, plusieurs maires et conseillers municipaux. Notre syndicat a une vocation sociopolitique, celle d’une construction politique favorable aux travailleurs et travailleuses andalou-se-s. C’est dans cette perspective que nous participerons le 25 mars prochain aux élections du parlement autonome.

AMR Quelles sont les prochaines mobilisations ?

D. G. Nous appelons les travailleurs et travailleuses andalou-e-s à se mobiliser dès le 27 février. C’est le début d’une campagne pour protester contre les mesures du gouvernement et le chômage de masse en Andalousie. Seule la lutte nous donnera la victoire. Il faut continuer. Nous sommes confiants car nous développons malgré la répression. (AMR Une occupation des locaux de la caisse d’épargne de Puerto Serrano (Cádiz) a inauguré cette journée, marquée par des manifestations et des occupations dans plus de 50 localités d’Andalousie.).

Titouroù hiroc’h war lec’hienn SAT


Poutou, ur micherour a ro mouezh

Zoken ma n’on ket troet sot gant an dilennadegoù prezidantel [1] em boa kemeret ar poan da sellet pizh ouzh programmoù an danvez prezidanted. Takenn ebet diwar-benn Breizh hag he fobl anat deoc’h. N’eus nemet gant unan anezho ez eus deuet ur gerig e-pad ur meeting bet dalc’het e Naoned. “Sevel a ran a-du gant ar gwir o dez pobl Korsika, pobl Euskadi ha pobl Vreizh ha pobloù tramor d’en em dermeniñ”, eme Philippe Poutou, danvez prezidant NPA, d’an deiz-se. Evit gwir e santed mat e oa bet embannet kement-mañ diwar c’houlenn atebeien lec’hel e strollad politikel, evel ul luch-lagad d’an dizalc’hourien a oa deuet da arvestiñ.

Memestra en doa roet c’hoant din gouzout hiroc’h diwar-benn ar paotr, setu em boa lennet e levr, embannet a-nevez gant an ti-embann textuel, Ur micherour a zo mat da serriñ e veg!.

Lenn a reer gant plijadur ar paotr pa gomz eus dinentez ha stourmidigezh ar renkad vicherour. Evit ar peurrest eo diaes heuliañ anezhañ, war an diagnostik ken war ar programm.

An dielfennadur dibunet a bajenn da bajenn a ra fei war ur gweled a renkad, diazezet war al lakaat splann keñverioù mestroni armerzhel, sokial ha sevenadurel (ha broadel!). Hervez Poutou (hag an NPA…) ne vije ket eus ur renkad vicherour pe proleter enebet ouzh ur renkad vourc’hiz met kentoc’h eus ur pobl enebet ouzh un oligarkiezh. Ar 99% lakaet tal-ouzh-tal gant an 1% ma fell deoc’h. Nann, nann, ha teir gwezh nann!

E kontroll eus ar prezeg touellus a vez embannet gant luskadoù ar re indignés ha strolladoù radikal-adreizhour evel NPA eo renet ar vro gant ur bloc’had istorel, hervez ster Gramsci, en e benn ar vourc’hizien a gemer harp war ur vourc’hizelezh kefredel bihan degouezhet dezhi ar garg hanterouriezh, kelenn ha kontrolliñ ar renkadoù izel. E berr gerioù, ar garg asuriñ stuzioù dizanvezel produadur en-dro ar c’heñverioù produiñ. E pep live ar gevredigezh e kaver oligarkiezhioù etre, armerzhel, sokial, sindikadel pe c’hoazh sevenadurel, skiantel, … ha n’eo ket nemet un oligarkiezh hollc’halloudus, hag 1% pe 2% e vefe he fouezh er boblañs.

Diwar an dielfennadur gaou-se e tiver ur programm adreizhoù hag araokadennoù sokial akord gant kendalc’h ar c’horvoerezh kevalaour. Ouzh ar meuz : paouez gant an difredadurioù, rannañ ar pinvidigezhioù (a zo disheñvel diouzh kaout ar mestroni war an doare da broduiñ anezho, d.l.e. ar boutineladur), berzañ an dilec’hiadurioù (mar plij ganeoc’h aotroù patromed, chomit er vro), h.a.

Echu eo da vat gant an nebeud a ideologiezh marksour a chome c’hoazh gant an LCR. Ar reveulzi ? tavit warni! Moarvat e vo hi un heuliad naturel d’an “trede tro sokial” ha d’al “luskadoù sokial” a ziwano en un doare naturel en arbenn d’ar steuñvoù ruster a gouezho warnomp en distro-skol evel ma kouezho an delioù diouzh ar gwez…

Kaoz a zo ivez eus “renkad ar c’hopridi” (p. 19). Setu aze un objed sokiologiezhel chomet dianav betek-henn! N’eus ket eus ur seurt renkad evel-just. Ur proleter dezhañ un implij gopret a ya d’ober ur gumuniezh a interestoù, n’eo ket gant ur sterniad renerezh gopret, met gant ar proleter dilabour, e nesañ.

Philippe Poutou? Un stourmer didro ha leal. Emstrivadur NPA en dilennadegoù prezidantel ? un abadenn ouzhpenn eus bamaj an dilennadegoù.

Epilog : d’an 22 on bet o votiñ pesketa.

[1] Un dro-lavar c’hwekaat a vez graet eus se e brezhoneg!


Kernitron-al-Lann, e-kreiz ar stourm (diell-film, 70′)


Hiziv e skrapez, warc’hoazh e talc’hi koun

Daoust din tremen ingal dirak ar c’hounlec’h bet savet e Naoned da zerc’hel soñj eus ar sklaverezh n’em boa ket kemeret ar poan da weladenniñ anezhañ betek bremañ. Bremañ eo graet e c’hellan embann ma soñj. Ur vezh ‘ni eo. N’eo netra nemet ul lec’h da enoriñ ar bolitikourien c’hall o deus torret ar sklaverezh. N’eo ket ar plas dister roet da gomzoù ar re Zu o-unan a drec’ho ar santimant arvestiñ ouzh ur monumant savet evit meuliñ madelezh an trevadennour gall morc’hed ennañ.

A-raok dispign  8 milion a euroioù evit sevel ur c’hounlec’h da enoriñ torrerien wenn ar sklaverezh e vije bet poellek didrevadenniñ da gentañ straedoù hor c’hêrbenn en ur zilemel plakennoù an hentoù bras pe vihan a zoug anvioù armatourien, kenwerzherien, profitourien ar c’henwerzh tric’horn, koulz ha re an ideologourien gouennelour.

Ret mat eo degas da soñj eo bet torret ar sklaverezh … evit lakaat da badout an trevadennerezh ! un trevadennerezh lakaet diaes gant kenober ul luskad emsavadegoù kaset gant ur renkad sklaverien stourmidik hag emdroadur ar gevalaouriezh a reas d’ar sklaverezh bezañ diamzeret. An dekred embannet d’ar 27 a viz Ebrel 1848 gant Victor Schoelcher el laka sklaer en e raklavar :

[…] O vezañ ma c’hellfe sevel ar gwashañ dizurzhioù en trevadennoù a-benn ma vije lakaet diarbennoù fetis buan-buan da heul an embann eus pennaenn an dorridigezh a zo c’hoarvezhet a-nevez […]

Ha c’hoazh, digant an hevelep hini :

 ” Pell dañjerusoc’h e oa diwezhataat an dorridigezh eget koñsediñ anezhi. An trevadennoù a zo bet savetaet a-drugarez d’an dishualidigezh.
… An disterañ dale en dije broudet ar Vorianed d’en em sevel. Ar gouarnamant da c’hortoz n’eo ket bet dibourvez, en em rentet eo kont eus pep tra, oberiet en deus gant jourdoul, met n’eo ket diwar skañv, hag evit saveteiñ ar vistri eo en deus dishualet ar sklaved.
… Ar Vorianed na raio ket diouer anezho er plantadegoù korz-sukr, a zo test eus o foanioù hag eus an dismeg bet, pa vo roet digoll dezho, pa vo pourchaset peadra da baeañ anezho gant ar bankoù trevadennel a zo bet savet, pa vint kaset di, en adlavarout a ran, dre dretiñ mat anezho, dre gaer, dre alich ur gopr reizh daoust pe stumm a vije dezhañ, ha c’hoazh dre an deskadurezh hag an ezhommoù a c’han diwarni.”

N’hall ket bezañ sklaeroc’h : torridigezh ar sklaverezh ha kresk ar gopradelezh a vasta en 19vet kantved da ezhommoù nevez ar c’hevala, evit abegoù dezhi hec’h-unan ha n’eo ket abalamour da brederiadennoù denelour. Ar prezeg madelezhus hag a-du gant gwirioù mad-den a dalvez da zisplegañ an dorridigezh en hol levrioù-skol a zo un adsavadur istorel lakaet goude an degouezh a-benn kuzhat gwirvoud ur republik trevadennel ha gouennelour. N’eus nemet da sellet ouzh emdroadur saviad al labourerien en trevadennoù evit stadañ penaos eo padet ar sklaverezh ur pennad mat, daoust dezhi bezañ echu a-fed lezenn. Ha petra a c’hoarvez hiziv-an-deiz c’hoazh ma n’eo ket sklaverezh, pa nac’her reiñ ar geodedelezh da lod eus al labourerien diwar abeg ne vijent ket ganet er vro, o rediañ anezho d’en em werzhañ da pennoù-embregerezhioù heñvel ouzh mistri-sklaved ?

Un dra all. Skrivet eo ar ger “frankiz” war ar plakennoù gwer a weler en diabarzh e 47 yezh disheñvel, e yezhoù Afrika, re Europa, ha me ‘oar … war-bouez ar brezhoneg ! Ur merk ouzhpenn eus dismegañs ti-kêr Naoned ouzh hor yezh-ni.


The Headliners (Oi! from Naoned)

Siwazh ez on re lezirek evit magañ ar blog-mañ abaoe un toullad amzer. Da c’hortoz e teufe en-dro an awen din e rannan ganeoc’h un dizoloadenn bet graet ganin ar sizhun-mañ e sal ar Ferrailleur e-pad sonadeg The Old Firm Casuals. Kaoz zo eus The Headliners, ur strollad Oi! naonedat. Ar re-se a gustum c’hoari dirak ur banniel king size eus kêr Naoned. Eus ar c’hentañ troc’h!

hag e miz Du war leurenn Michelet …

Ul lod eus ar c’hanaouennoù a c’heller pellgargañ digoust amañ.